Edward Heath
Edward Richard George Heath, lesanvet Ted Heath, (9 Gouere 1916 e Broadstairs - 17 Gouere 2005 e Salisbury) a oa ur politiker mirour eus Breizh-Veur. Kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet e voe eus 1970 da 1974. E penn ar Strollad Mirour e voe ivez, eus 1965 da 1975.
E-pad e yaouankiz e veajas dre Europa : e Barcelona e oa bet e 1938, da vare Brezel Spagn ; en Alamagn e oa bet, pa oa studier, dre ziv wech, e 1937 ha 1939, a-raok an Eil Brezel-bed. Abalamour da se moarvat e savas a-du gant Breizh-Veur e Marc'had Boutin Europa : pa voe er galloud ez eas ar Rouantelezh Unanet e-barzh d'ar 1añ a viz Genver 1973. Dindan e ren evel kentañ ministr, a-hend-all, ez eas an traoù war washaat en Hanternoz Iwerzhon. Harzoù-labour stank a voe ivez ha c’hwezañ a reas ar prizioù. Abalamour d’an diaesterioù-se e voe tud oc’h enebiñ outañ er Strollad Mirour ha kemeret e voe e lec’h e penn ar gostezenn gant Margaret Thatcher.
Dizimez e chomas Edward Heath a-hed e vuhez. Hervez ar vrud e vije bet heñvelrevour. Etre 2015 ha 2017 e voe graet un enklask gant ar polis abalamour ma oa bet lavaret e oa maboriad. Ne zisoc’has an enklask war tamall ebet.